Trouvez l'information qui vous intéresse…
Information (1/1)
[ABADENN]

Emañ Ti-kêr Kemper oc’h aozañ 31vet marc’had ar bleunioù hañv ha dalc’het e vo d’ar Sul 28 a viz Ebrel eus 9e vintin da 6e d’abardaez, e boulouard Kergelenn, e straed ar Park hag e straed ar Roue Grallon.

Un digarez eo evit an dud plijet gant al liorzh da welet spesadoù plant stank, da brenañ produioù a-zoare digant an 61 diskouezer hag ivez un nebeud elfennoù kinklañ evit al liorzh, pe c’hoazh da dañva bezhin, mel, safron…

Na c’hwitit ket kennebeut war ar gweladennoù kinniget gant liorzhourien an Ti-kêr er pollenariom-gedour !

Mont e-barzh frank

Evit gouzout hiroc’h https://urlz.fr/qlge
Publicité
Écrire un commentaire

Publicité